Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Al livouriezh a zo un arz neuziañ ma vez implijet evit neuziañ skeudennoù ha figurennoù dre lakaat tresoù livet war danvezioù liesseurt. Evit komz eus an teknikoù implijet e vez graet gant ar ger liverezh.


Gant livioù dourennek pe gludek pe gant traezhennoù karget gant lioù e vez klasket sevel un daolenn a c'hell bezañ priziet gant an arvesterien. Savet e vez livadurioù war gorreadoù plad hag ivez war pep seurt traoù digompez (delwennoù, listri, mogerioù kromm, karregoù).

Istor al livouriezh

kemmañ

Sellet ouzh ar pennad Istor al livouriezh

Kavet eo bet al livadurioù koshañ e Bro-C'hall er C'hev Chauvet hag e c'hellfent bezañ bet savet 32 000 bloaz zo. Bez ez eus gwiskadoù livioù hag engravadurioù. Al livioù a zo ar bouliermini ruz hag an du. Dispaket zo bet kezeg, leoned, bualed, mammouted, frikorneged hag tudennoù, ar re-se o chaseal peurvuiañ. E meur a vro eo bet kavet kevioù livet darn o mogerioù e Bro-C'hall, Spagn, Portugal, Sina, Aostralia, etc...
Lod a skiantourien a gred eo bet savet tud o chaseal hag al loened da vezañ tapet ganto evit ober ul seurt liderezh, blaz ar relijion warni, a gasfe muioc'h a chañs d'ar chaseourien.

E sevenadurioù ar C'hornôg ez eus un doareoù hengounel ha kemplez gant al liverezh dre eoul hag an dourliverezh evel teknikoù pennañ. Er Reter, e vez graet dreist-holl gant al livioù-skrivañ (du pe e liv) gant hengounioù kemplez ivez.

Stiloù el livouriezh

kemmañ