Legio XIV Gemina
Al Legio XIV Gemina pe Legio XIIII Gemina (da lâret eo ar 14vet lejion c'hevell), deuet da vout Legio XIIII Gemina Martia Victrix (Da lâret eo ar 14vet lejion c'hevell trec'h a-drugarez da Veurzh), a oa ul Lejion roman[1] savet gant Julius Caesar a-raok aloubiñ Galia. Distrujet e oa hogos diouzhtu ha savet en-dro goude Seziz Alesia . Kemer a reas perzh en hogos holl emgannoù Caesar e-pad ar brezel sivil.
Anv zo eus ul Legio XIIII goude 14 av. J.-C.. Pe e oa unan krouet da neuze pe e oa an hini kentañ adsavet. Implijet e oa gant Octavianus da argas Sextus Pompeius eus Sikilia(Daveoù a vank), pa oa lakaet e dañjer pourvezadur Roma e gwinizh, ha goude da drec'hiñ Marcus Antonius en emgann Actium. Goude an emgann-se e kemeras en he renk soudarded eus lejionoù kozh Marcus Antonius hag a resevas he lesanv Gemina (gevell). Goude emgann kollet Teutoburg ma oa peurlazhet tri lejion ha kalz Kohortoù skoazellerien, e oa staliet e Mogontiacum gant ar XVI Gallica.
Unan eus an unvezioù e oa en arme savet gant Glaoda Iañ e 43 da aloubiñ Enez Vreizh hag a oa renet gant Aulus Plautius. Ur wezh diazezet ar galloud roman e oa staliet e Leicester,gant al lejion VIIII moarvat. Goude 55 e oa kaset da Viroconium (Wroxeter e-tal ar Severn). Gounid a reas ur vrud ken fall en ur ziouennañ brezelourien ar rouanez Boudika ma sponte hec'h enebourien hervez Tacitus[2]. Staliet e Deva e nevezamzer 60-61, e kemeras perzh e lazhadeg drouized [[Enez Mon[Enez-Von]] hag e kemeras an enezenn.
Kemer a ra perzh er brezel diabarzh en Italia e 69-70, en emgann Bedriacum peurgetket. Tennet e oa Legio XIV Gemina eus Enez-Vreizh e 71 hag adstaliet e Mogontiacum. Kemer a reas perzh en aloubadeg an agri Decumates e 74. Kaset eo da Carnuntum adalek 92.
Notennoù
kemmañ- ↑ An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).
- ↑ Tacite, Historia, II, 68.