Kappadokia[1], Καππαδοκία e gresianeg, pe Cappadocia e latin, Kapadokya e turkeg, a zo ur vro istorel eus Anatolia. Goude bezañ bet ur rouantelezh e teuas da vezañ ur broviñs en Impalaeriezh roman hag a zo hiziv e-kreiz Anatolia, e Turki, rannet etre proviñsoù Kayseri, Aksaray, Niğde ha Nevşehir.

Azia-Vihanañ da vare ar C'hresianed hag ar Romaned

Kappadokia a oa anavet evel bro Hatti e diwez Oadvezh an arem, ha kreiz galloud an Hittited a oa e Hattusa. Goude diskar Impalaeriezh an Hittited, ha degouezh ar Vouchkied sirian-ha-kappadokian, goude o faezhidigezh gant Kroissos, roue Lidia, er VIvet kantved, e oa renet ar vro gant brientinien a rae o annez e kestell hag a zalc'he ar beizanted er sklavelezh pe dost. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus trede satrapiezh Persia er rannadur divizet gant Darius, met derc'hel a reas da vezañ renet gant he renerien. Hini ebet avat ne oa mestr war ar vro a-bezh ha dindan ar roue meur e oant holl war a seblant.

E -330 e teuas da vezañ dizalc'h dindan ar roue Ariarates Iañ a anavezas aotrouniezh Aleksandr Veur en un doare arouezius hag a ziazezas un dierniezh.

Dindan Ariarates IV e oa skoulmet an darempredoù kentañ gant Roma. Dont a reas Kappadokia da vezañ kevredad ar Romaned a-enep ar Seleukided met trec'het e voe. Digeriñ a reas neuze ur prantad strafuilh ha mont a reas tierniezh Ariarates da get e-pad ar brezelioù a-enep rouantelezh Pontos. E -92 e oa argaset roue Pontos, Mithridates Eupator, en doa he c'hemeret, ha lakaet e voe Ariobarzane Iañ, lesanvet philoromaios (« mignon ar Romaned ») war e dron gant ar Romaned. Goude se e harpas Kappadokia, pep hini d'e dro, Pompeius, Julius Caesar, Marcus Antonius hag Octavius er fin. E 17, da-heul droukc'hras he roue Arc'helaos, e oa staget ar vro ouzh an Impalaeriezh roman gant Tiberius. Dont a reas da vezañ ur broviñs impalaerel, ha staget e voe outi bro Pontos hag Armenia-Vihanañ.

Notennoù

kemmañ
  1. Skrivañ a reor da skouer Kapadokia ha neket Kapados, Kordoba pe Kordova ha neket Kordou, Norvegia ha neket Norvej, Brazil ha neket Brezil. Frañsez Kervella, Yezhadur bras ar brezhoneg, 1947, pajenn 62.