Ar c'halibr 20 zo ur c'halibr kartouchennoù implijet er fuzuilhoù-chase flour o c'hanol.

Kalibr 20
Skeudenn ar pennad Kalibr 20

Pevar c'halibr kartouchennoù chase, a gleiz da zehou : Kalibr .410 - Kalibr 28 - Kalibr 20 - Kalibr 12
Doare
Kalibr 20
15,6 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadelloù Etre 1 hag 8,5 mm
15,6 mm (boled)
Ø trogleuziñ 15,6 mm
Ø kolier 17,35 mm
Ø korf an douilhez 17,7 mm
Ø strad 19,4 mm
Tevder ar strad 1,55 mm
Ø bourled 19,4 mm
Hirder ar gartouchenn 58 mm
65 mm
67 mm
70 mm
76 mm
89 mm
Pouez ha perzhioù all
Pouez ar bannadelloù 18 - 36 g
Tizh o vont e-maez V0 370 - 550 m/s
Energiezh ar vannadell 1.660 - 2.370 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Deskrivadur

kemmañ

En Europa ez eo 65, 70 pe 76 mm hirder boas douilhezioù ar c'hartouchennoù, evel evit ar c'halibr 12. Drajez, drajez bihan pe ur boled a c'haller lakaat e-barzh. Peurliesañ e vez karget ar c'halibr 20 gant :

  • 24 gramm drajez evit an douilhezioù 65 mm
  • 26 gramm drajez evit an douilhezioù 67 mm
  • 28 pe 30 gramm drajez evit an douilhezioù 70 mm
  • 34 pe 36 gramm drajez evit an douilhezioù 76 mm

Douilhezioù 58 mm ha 89 mm a zo anezhe ivez.

Implij

kemmañ

Nebeutoc'h a argil a vez krouet gant ar c'halibr 20 evit gant ar c'halibroù 16 pe 12. Gwelloc'h eo neuze evit an dud vihanoc'h pe wanoc'h. Mat eo ar c'halibr 20 evit chaseal loened bihan abalamour ne zistruj ket kement o c'hig bresk.

Gwelet ivez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ


   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan