Jean Louis Marie Le Pen, ganet d'an 20 a viz Even 1928, zo ur politikour breton bet prezidant ar strollad eus an tu dehoù pellañ gall Front National etre 1972 ha 2011. Bet eo bet ivez prezidant a enor an Talbenn Broadel etre 2011 ha 2015.

Jean-Marie Le Pen
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJean-Marie Le Pen Kemmañ
Anv-bihanJean-Marie Kemmañ
Anv-familhLe Pen Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Mez 1928 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAn Drinded-Karnag Kemmañ
TadJean Le Pen Kemmañ
MammAnne Hervé Kemmañ
PriedJany Le Pen Kemmañ
BugelMarine Le Pen, Marie-Caroline Le Pen, Yann Le Pen Kemmañ
KarPhilippe Olivier Kemmañ
Familhfamilh Le Pen Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Kondaonet evitassault Kemmañ
Micherpolitiker, alvokad Kemmañ
Bet war ar studi eParis Law Faculty, Skol-Veur Panthéon-Assas Kemmañ
Lec'h annezSaint-Cloud Kemmañ
Lec'h labourStrossburi, Brusel Kemmañ
Strollad politikelFront national, Front national pour l'Algérie française, Comités Jeanne, Rassemblement National Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1974 French presidential election, 1988 French presidential election, 1995 French presidential election, 2002 French presidential election, 2007 French presidential election Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Kleñvedone-eyed Kemmañ
Perzhiad efête de la Courtoisie, Journée nationale et identitaire Kemmañ
BrezelBrezel Aljeria Kemmañ
Oberenn heverkMémoires : fils de la nation Kemmañ
Ezel eusUnion nationale des étudiants de France (1907-1971) Kemmañ
Political alignmentright-wing extremism Kemmañ
Ideologiezh politikelPoujadisme, Broadelouriezh, enep-komunouriezh Kemmañ
Darvoud-alc'hwezPanama Papers Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.jeanmarielepen.com/ Kemmañ

Le Pen zo bet diplomet war ar Gwir e 1949 e Kevrenn ar Gwir eus Pariz. Servij a ra en tirlu gall e-kerzh brezelioù Indez-Sina hag Aljeria. Goude-se e krog gant un hent politikel el luskadoù poujadour. Dilennet eo Kannad evit departamant ar Seine eus 1956 betek 1962. Goude-se eo bet e penn kabalerezh Jean-Louis Tixier-Vignancour evit an dilennadegoù prezidantel gall e 1965. Galvet gant izili al luskad broadelour Ordre Nouveau, kemer a ra perzh e 1972 e krouidigezh an Talbenn Broadel (FN), ha dont a ra da vezañ prezidant ar strollad.

Renket en tu dehoù pellañ, diazezet eo e gampagn war an enbroañ ha dont a ra a-benn er bloavezhioù 1980 da lakaat ar strollad politikel broadelour da vont war wel er vuhez politikel. Dilennet eo da gannad e Pariz e-kerzh dilennadegoù kannaded 1986, e penn ar strollad FN-RN edo er Vodadenn Vroadel e-kerzh VIIIvet kannaderezh ar Vvet republik. Kannad europat eo adalek 1984 ha meur a wech eo dilennet evel kannad politikel lec'hel (kuzulier-kêr an 20vet arondisamant eus Pariz, kuzulier rannvroel Enez-Frañs ha Provence-Alpes-Côte d'Azur).

Pemp gwech e voe klasket gantañ keveziñ evit dilennadegoù prezidantel Bro-C'hall. Hag eñ o kaout un niver izel a vouezhioù e 1974, dont a ra a benn da vezañ teir gwech er pevare plas evit ar c'hentañ tro (e 1988, 1995 ha 2007). Gant ur souezhadenn vras, tizhout a ra eil tro dilennadegoù prezidantel 2002, ha tapout a ra 17,8 % eus hollad ar mouezhioù e-tal ar prezidant Jacques Chirac, a oa bet harpet gant un « talbenn republikan ». E verc'h Marine Le Pen a gemer e blas e 2011 evel prezidantez an Talbenn Broadel, hag eñ a zeu da vezañ prezidant a enor. A-benn ar fin eo skarzhet eus ar strollad e 2015.

Hent politikel Jean-Marie Le Pen zo bet unan gant kalz disklêriadurioù kudennus, ar pezh a zo bet abeg da damalloù gouennelouriezh, enepyezuvegezh, betek ma vije skarzhet eus an FN. Bet eo bet barnet meur a wech evit apologiezh torfedoù- brezel, nac'hañ torfedoù a-enep Mab-Den, broudañ d'ar c'hasoni, dispartioù ha feulster gouennel, kunujenniñ foran ha feulster ; gwech-ha-gwech ez eo kondaonet pe didamallet.

Krouet en deus ar strollad Comités Jeanne e 2016 ha chomet eo prezidant a enor an FN betek 2018. Echuiñ a ra da vezañ kannad europat ha kuitaat a ra ar vuhez politikel e 2019, goude bezañ bet pevar bloaz ha tregont er Parlamant europat, 63 bloaz goude e zilenn kentañ evel kannad.