Jean-Jacques Monnier

Jean-Jacques Monnier, ganet d'ar 27 a viz Gouere 1944 e Londrez, a zo kelenner, istorour, stourmer politikel ha sevenadurel.

E vuhez

kemmañ

Ganet eo bet e Londrez dre ma stourme e dud er France libre.

Goude e studioù istor ha douaroniezh e kelennas e meur a lise : e Cherbourg, Reudied, Roazhon, Landreger ha Lannuon. E 1974 e reas e annez e Lannuon.

Doktor Stad eo bet graet gant Skol-Veur Roazhon 2 goude bezañ kinniget un dezenn a-zivout emzalc'hioù politikel ar Vretoned etre 1945 ha 1994 dindan renerezh Michel Phlipponneau.

Echuet en deus e amzer labour o kelenn en IUT Lannuon (rann kelaouiñ, kehentiñ).

Stourmer politikel

kemmañ

Kejet en deus gant stourmerien vreizhat yaouank pa oa o studiañ istor ha douaroniezh e Roazhon. Emezelañ a reas en UDB e miz Genver 1965. Skrivañ a reas kalz pennadoù gallek e kelaouenn ar strollad, Le Peuple Breton. Ezel eus ar C'homite ren e voe etre Miz Du 1965 ha miz Du 1968, karget eus an aferioù diavaez etre 1966 ha 1968. Adalek 1984 betek 2000 e voe ezel eus ar Burev Politikel. Rener Le Peuple Breton eo bet eus dibenn 1984 da 1993. Karget e voe da zigeriñ muioc'h ar gelaouenn d'an eskemmoù ha da gavout skriverien nevez.

Stourmet en deus kalz war an dachenn e Bro Lannuon : dilennadegoù kannaded e 1981; dilennadegoù kanton e 1988 ha 2001; dilennadegoù ti-kêr gant unvaniezh an tu-kleiz e 1989 ha 1995, gant listennoù breizhat a-gleiz e 2001 ha 2008, gant ekologourien ha tud a-gleiz disouezhet gant ar PS e 2014. E 1997 e kuitaas tu-gounid ar c'huzul-kêr peogwir en doa nac'het ar maer reiñ ur skoazell arc'hant da zDiwan ; kemer a reas penn listennoù breizhat a-gleiz e 2001 (8,6%) ha 2008 (12,7%). Kuzulier-kêr eo bet etre 1995 ha 2014. Re bell e oa war al listenn e 2014 evit bezañ dilennet.

Stourmer sevenadurel

kemmañ

Kemeret en deus ur perzh bras e buhez Ar Falz ha dreist-holl e hini Skol Vreizh, ti-embann ar gevredigezh. Skrivet en deus levrioù ha pennadoù, renet oberennoù a-stroll : ul labour gallek dizehan ha hirbad evit reiñ da anavezout istor Breizh d'ar brasañ niver.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2013.

Oberennoù

kemmañ

Mammennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ