Hin

stad an atmosferenn

An hin eo stad an atmosferenn e-pad ur mare hir.

Kartenn rannoù-bed klimatek

Evel-just n'eo ket heñvel an hin e pep lec'h war an douar. Gant an temperadurioù-miz hag ar glaveieroù-miz krenn eo aroueziet un hin dreist-holl. Bez' ez eus meur a rannved klimatek met a-nebeudoù e cheñch an hin eus ur rannved da unan all. Ha gallout a ra an hin cheñch en ur memes rannved eus ur bloaz d'egile. Tremenet e vez tamm-ha-tamm eus un eil rannved d'eben.

Gallout a reer rummañ an hinoù hervez ar c'hlasiafiadur bras a heul. Klasifiadurioù all a zo hervez an ezhommoù (labour-douar, bageerezh, kirri-nij...)


Hin bolel

kemmañ

Kriz-tre eo an hin e-barzh ar c'helc'hioù arktikel hag antarktikel rak yen-tre eo an amzer a-hed-da-hed ar bloaz. An temperadur izelañ a zo bet enrollet a voe -89 °C e station soviedel Vostok, d'an 21 a viz Gouere 1983. Ar rannved polel aostral a zo graet gant ur c'hevandir kelc'hiet gant ur meurvor. Goloet e vez ar c'hevandir gant ar skorn penn-da-benn damdost hag ivez ar meurvor a-zarn, e-pad an hañv zoken. Graet eo ar rannved polel voreal gant un diazad meurvor kelc'hiet gant douaroù. Goloet e vez kalz ar meurvor gant ar bank skorn a-hed-da-hed ar bloaz. Steuziañ a ra an erc'h e-pad an hañv e-barzh an tachennoù n'int ket ken sklas.

Hin isarktikel

kemmañ

En hemisferenn nort e-lec'h ma'c'h astenn ar c'hevandirioù betek ar c'helc'h polel emañ an hin-se. Aroueziet eo ar rannoù bed isarktikel gant mareoù-goañv hir ha yen-tre ha mareoù-hañv berr ha klouar. Brasoc'h eo kemmadurioù temperadur : betek -40 °C e-pad ar goañv ha 30 °C e-pad an hañv. Izeloc'h eget 0 °C eo an temperadur e-kerzh 6 pe 7 miz. Berr eo ar mare hep rev ha skort eo gwrez an hañv da ziskornañ don an douar.

Hin gerreizh

kemmañ

Etre trovanoù ha kelc'hioù polel ec'h astenn ranndirioù kerreizh, e parzh an avelioù kornaoueg. Izel eo ar cheñchamant temperadurioù etre an hañv hag ar goañv, eus klouar da c'houyen e teuont da vezañ. Erratek eo cheñchamantoù amzer a-hed-da-hed ar bloaz. Gallout a ra rannoù-bed kerreizh bezañ diwar efed ar menezioù. Ha cheñch a ra an hin hervez al ledenn. A-hend-all gant ur mare e-pad ma'z eo war-repoz ar plant hag eo bihanoc'h eget 6 °C an temperadur eo arouezet hinoù kerreizh.

Hin greizdouarel

kemmañ

Ne sell ket nemet ouzh an tachennoù war-dro ar Mor Kreizdouar an hin greizdouarel. Bez' ez eus hinoù greizdouarel etre ledenn 30° ha ledenn 40° nort ha su. E-pad an hañv e c'hwezh eus ar c'heheder avelioù tomm ha sec'h hag an amzer sec'h a zegas an dra-se. Tomm eo ar mareoù-hañv. E-pad ar goañv e teu an avelioù eus an nort hag eus ar c'hornôg. Glebor a zegasont. Flour eo ar mareoù-goañv. Kement-mañ a zo mat evit ar struj.

Hin hanter grin

kemmañ

E-barzh rannoù-bed kerreizh ez eus rannoù-bed hanter grin. Tachadoù ec'hon geotus eo ar rannoù-mañ dreist-holl. Etre 250 ha 500 mm e vez ar c'hementad a c'hlaveier. N'eo ket a-walc'h evit diorren ar gwez. E stumm lav pe erc'h e vez ar c'houezhadurioù. Tomm e vez ar mareoù-hañv ha yen e vez ar mareoù-goañv.

Hin grin

kemmañ

Ur bempvedenn eus an douaroù diveuz a ra rannoù-bed dezerzh hag hanter-dezerzh. An dezerzhioù a zo tachadoù ec'hon sec'h ha noazh a resev nebeutoc'h eget 250 mm a zour bep bloaz. Ledan eo renkad an temperadurioù. Gallout a ra an temperadur e-pad an devezh bezañ brasoc'h eget 50 °C. Met euvret eo ar wrez un nebeud gant an aer sec'h-tre. Ha buan-tre e yena an dezerzh adal ma'z a an heol da guzh. An oabl di goumoul a ya a-du gant skarzh ar wrez e-pad an noz.

Hin istrovanel

kemmañ

En nort da Drovan ar C'hrank (35° N) hag er su da Drovan ar C'havr (35° S) emañ ar rannoù-bed istrovanel. Eus tomm da domm-tre e vez ar mareoù-hañv met hep arouez trovanel e vez ar mareoù-goañv. Dreist 0° C e vez bepred an temperadurioù. N'eus na mare-bloaz sec'h na mare-bloaz gleb, a-hed-da-hed ar bloaz e kouezh ingal ar glav.

Hin drovanel

kemmañ

Sellout a ra an hin drovanel ouzh ar rannoù-bed etre trovan ar C'hrank (35° N) ha trovan ar C'harv (35° S). Aze e tremen an heol dre e zenit. Uhel e vez an temperadurioù bepred hag aroueziet e vez ar mareoù-bloaz gant cheñchamantoù mod an avelioù hag ar glaveier hepken (mare-bloaz sec'h ha mare-bloaz gleb). Ar c'hondisionoù-se a zo peurvat evit ar struj.

Hin veneziad

kemmañ

Disheñvel diouzh re an tachennoù amezek eo kondisionoù klimatek an tachennoù meneziad. Er re-mañ e vez freskoc'h an temperadurioù, kreñvoc'h an avelioù ha fonnusoc'h ar glaveier. E stumm erc'h e vez ar c'houezhadurioù aliesoc'h. Dav e vefe ober anv eus meur a hin veneziad war menezioù e ledennoù pell-tre.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.