Heroes & Generals
Heroes & Generals pe Heroes and Generals (berraet e H & G pe HNG) zo ur c'hoari video free-to-play, first-person shooter (FPS) ha strategiezh e zoare, sevenet hag embannet gant Reto-Moto.
Reto-Moto a oa bet savet gant lod krouerien-diazez an embregerezh IO Interactive hag an heuliad c'hoarioù video Hitman. Krouerien ar c'hoari a ra anezhañ ur mass participation game evit klask bezañ disheñvel diouzh ar c'hoarioù liesc'hoarier all doare MMOG. Ar ger-stur a zo 'the ultimate World War 2 MMOFPS', gant al lugan "Make a Difference – Fight for Friends"[1]. Al lodenn FPS eus ar c'hoari Heroes & Generals a vefe hervezo ul lodenn nemetken eus an doare c'hoari strategiezh.
Tachenn | massively multiplayer online first-person shooter |
---|---|
Ti-embann | Reto-Moto |
Bro orin | Danmark |
Deiziad embann | 23 Gwe 2016 |
Sonaozer | Jesper Kyd |
Dasparzher | Steam, Epic Games Store |
Diorroer | Reto-Moto |
Savenn | Microsoft Windows |
Doare c'hoari | c'hoari video liesc'hoarier, co-op mode |
Trobarzhell dont tre | logodenn |
Diaz embann | embannadur niverel |
Lec'hienn ofisiel | http://www.heroesandgenerals.com, https://heroesandgenerals.com/language/fr/ |
Dezverket dre | indie game |
Patrom aferioù | Free-to-play |
D'an 23 a viz Gwengolo 2016 e voe embannet Heroes & Generals[2].
An Eil Brezel-bed eo endro ar c'hoari. E-krog e vez al luioù stadunanat, alaman hag hini soviedel.
Sevel ar c'hoari
kemmañD'ar 7 a viz Here 2011, Reto-Moto en doa bet embannet ar c'hentañ filmig-tañva d'ar c'hoari gant stumm alpha Heroes & Generals evel bruderezh.
D'an 11 a viz Gouhere 2014 e voe embannet stumm beta ar c'hoari war Microsoft Windows dre Steam.
D'an 23 a viz Gwengolo 2016 e teus er-maez e stumm ofisiel.
Doare sevel ar c'hoari a zo bet anvet User Driven Development (UDD), da lavarout eo "diorroet hervez alioù an implijerien", gant ar soñj lakaat ar c'hoarierien war-raok evit ma tegasfent burutelladennoù ha kinnigoù da saverien ar c'hoari.
C'hoari doubl
kemmañHeroes & Generals a zo brudet, ha lakaet war-raok gant ar sevenerien, evel ar c'hoari nemetañ o vezañ doubl. Kemmesk eo etre c'hoari tenn kentañ sell pe FPS ha c'hoari strategiezh.
C'hoari FPS
kemmañAl lodenn tennañ pe FPS n'eo ket disheñval a-grenn d'ar c'hoarioù all memes mod.
C'hoari strategiezh
kemmañC'hoazet e oa bet gant Reto-Moto kaout ul lodenn eus ar c'hoari evit ar c'hoarierien a-live 17 d'an nebeutañ. An tu a zo d'ar c'hoarier kemmañ e dudenn evit ma teufe da vezañ ur jeneral war an dachenn. Talvezout a ra e vezer gant ur gartenn o fiñval danvezioù diazez ar brezel war-zu an tachennoù emgann. Ne c'heller ket mui neuze mont war an dachenn gant ar stumm FPS.
Doareoù FPS
kemmañDoareoù fps lies a vez kavet er c'hoari.
Talañ
kemmañUr poent a zo e-kreiz ar gartenn, ha ret eo derc'hel anezhañ ar muiañ a amzer posubl a-raok fin an amzer dermenet. Div gartenn a zo, anvet int Colmar Hamlet ha Samree Depot. An doare c'hoari-se a zo digor d'an holl ne ra forzh al live er c'hoari. Un doare kartenn karmouch simplaet zo gant un nebeud karbedoù aotreet (karr-nij, tank, harzlammerien ebet).
Ar pal eo reiñ plas d'ar c'hoarierien nevez a-zivout an doare c'hoari ha sikour anezho da vont war-raok e-keñver donezonoù o zudenn.
Tudennoù
kemmañSoudarded an droadegiezh
kemmañAn droaderien eo ar soudarded implijetañ er c'hoari. Gallout a reont implijout un nebeud karbedoù-dezougen, hogen hini stourm ebet.
- Armoù an droadegiezh
Lu alaman | Lu stadunanat | Lu soviedel |
- Karbedoù an droadegiezh
Lu alaman | Lu stadunanat
|
Lu soviedel |
- Mezeienn
Abaoe an neveziadenn 1.05 e c'hall pep soudard dougen dafar ur mezeg. N'eus rol mezeg ebet end eeun[3]. Hervez sevenerien ar c'hoari e vefe savet ar soñj eno da ouzhpennañ mezegiezh goude bezañ bet gwelet ar film Hacksaw Ridge gant Mel Gibson[4].
Harzlammerien
kemmañPal an harzlammerien a zo lammat war ar palioù da aloubiñ ha derc'hel anezho o c'hortoz peurest ar skipailh. An tu a zo dezho pe lammañ eus ur c'harr-nij pe advevañ war poentoù resis ar gartenn.
Mailh-tennerien
kemmañAr mailh-tennerien a glask lakaat war-raok an enebourien evit peurrest ar skipailh. An tu a zo dezho ivez klask naetaat ar zonennoù da bakañ evit aesaat argadennoù o skipailh. An tu a zo dezho da implij ur c'harbed-stourm nemetken hervez ar vro.
Blenerien kirri-nij
kemmañAr vleinerien kiiri-nij a rank implij ar c'hirri-nij evit talañ re ar skipailh enep. Gellet a reont ivez implijout bombezennoù pe boledoù enep-karbedoù.
- Karbedoù nij
Lu alaman | Lu stadunanat | Lu soviedel |
Blenerien tankoù
kemmañHervez an tank implijet e vo disheñvel roll ar blenier tankoù. Pe harpañ an droadegiezh da bakañ ar palioù en ur vezañ er wagenn tagañ (tankoù skañv), talañ ouzh an tankoù ha karbedoù all (tankoù etre), pe bezañ ur ganolierezh a-bell (tankoù ponner ha kanolioù emgefreek). Tri doare obuzenn a zo: an hini diazez, an hini HE (high explosive, obuzenn tarzh) a-enep an droadegiezh, pe an APCR a-enep an tankoù all.
Lu alaman
Tankoù etre Distrujerien tankoù Tankoù ponner |
Lu stadunanat
Tankoù skañv Distrujerien tankoù |
Lu soviedel
Tankoù skañv Tankoù etre Distrujerien tankoù |
Lusker video
kemmañHeroes & Generals zo sevenet dre Retox, anezhañ lusker video 3-ment ar studio Reto-Moto ; n'emañ mui dindan an doare beta.
- Botoù
Abaoe an neveziadenn 1.06[5] e adkaver ar botoù a oa dija anezho er c'hoari doare Beta met a oa bet lammet kuit etretan. Ar pal a zo reiñ an tu d'an nevezianted da zizoloiñ ar c'hoari a-raok c'hoari a-enep c'hoarierien gwirion.
Eskemmoù gant ar c'hoarierien
kemmañUr forom ofisiel a zo evit eskemm etre c'hoarierien met ivez gant izili Reto Moto. Abaoe miz Eost 2017 e vez eskemmoù dre ar chadenn Twitch a-berzh sevenerien ar c'hoari evit klask derc'hel ar c'hoarierien war ar c'hoari. Q&A (questions and answers, goulennoù ha respontoù) a vez graet eus an abadennoù-se. Adal ar forom e vez votet gant ar c'hoarierien evit lakaat war-raok goulennoù da vezañ savet d'ur sevener eus ar c'hoari. Savet e vez ar goulennoù dezhañ dre twitch ha respont a ra ar gwellañ ma c'hell.
Servijerioù test
kemmañGant ma oa savet kalz kudennoù o ouzhpennañ nevezadurioù pe kemmoù war ar c'hoari enlienn eo bet digoret evit an neveziadenn 1.09 servijourien test (Kerzu 2016)[6]. Ar pal a zo da gaout c'hoarierien o c'hoari gant ar c'hoari kemmet evit gwelet ar c'hudennoù hag a sav a-raok ma vefe embannet an neveziadenn da vat en-linenn.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ https://heroesandgenerals.com/?utm_referrer=https%3A%2F%2Fwww.google.fr%2F
- ↑ (en) https://web.archive.org/web/20170316120217/https://heroesandgenerals.com/media/press/
- ↑ (en) Heroes & Generals
- ↑ https://web.archive.org/web/20170702050050/https://heroesandgenerals.com/2017/05/hacksaw-ridge-heroes-generals-medic-bundle-available-on-steam-in-united-kingdom-and-ireland/
- ↑ (en) https://web.archive.org/web/20210927153905/https://heroesandgenerals.com/2017/04/update-1-06-basic-training-is-here/
- ↑ https://web.archive.org/web/20201108170447/https://heroesandgenerals.com/2016/11/limited-access-prototype-test/