Heinz-Christian Strache

Heinz-Christian Strache, ganet d'an 12 a viz Even 1969, zo ur politikour aostrian bet beskañseller Aostria etre 2017 ha 2019. Ministr eo bet ivez evit ar servij trevour hag ar sport etre Genver 2018 ha Mae 2019 ha degemenner Strollad ar Frankiz (FPÖ) etre Ebrel 2005 ha Mae 2019. Bet e oa ezel eus ar C'huzul broadel (Nationalrat) etre Here 2006 ha Kerzu 2017 hag ezel eus ar Wiener Gemeinderat und Landtag (2001–2006).

Heinz-Christian Strache
den
Rann eusFirst Kurz government Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAostria Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHeinz-Christian Strache Kemmañ
Anv-bihanHeinz-Christian Kemmañ
Anv-familhStrache Kemmañ
MoranvHC Strache Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mez 1969 Kemmañ
Lec'h ganedigezhVienna Kemmañ
PriedPhilippa Strache Kemmañ
Den heverkHerbert Kickl, Johann Gudenus, Peter Sidlo Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Implijerembreger Kemmañ
Lec'h labourVienna Kemmañ
Strollad politikelAustrian Freedom Party Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2013 Austrian legislative election, 2017 Austrian legislative election Kemmañ
Perzhiad eAfer Ibiza Kemmañ
Darvoud-alc'hwezAfer Ibiza, military service Kemmañ
Prizioù resevetGrand Officer, Special Class of the Order of Honour for Services to the Republic of Austria Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.hcstrache.at/ Kemmañ
Heinz-Christian Strache (2013)

E Mae 2019, ur filmig o tiskouez Strache, filmet e 2017, a ziskouez anezhañ dedennet gant un eskemm etre kevratoù aferioù hag un harp politikel gant ur vaouez hag en em ginnig evel nizez d'un oligark rusian. Hervez ar filmig e vez diskouezet ivez selloù Strache evit treiñ an tabloid pennañ aostrian, Kronen Zeitung, en un uhelgomzer evit ar strollad FPÖ. Graet e vez Ibiza-Affäre pe Afer Ibiza eus ar gwallskouer.

D'an 18 a viz Mae 2019, pa welas an trouz tro-dro d'an afer o vont war washaat, Strache en devoa embannet e zilez eus e garg a veskañseller eus Aostria, Ministr, ha degemenner Strollad ar Frankiz.