Breur tad unan bennak, pe breur mamm unan bennak, eo an eontr en hor c'hevredigezh (pe ar yontr hervez doareoù distagañ broioù zo). Graet e vez moereb pe tintin eus ur vaouez, dezhi an hevelep darempredoù kerentiezh gant un den. Dre astenn e vez gret eontr ivez eus pried ar voereb. Un niz pe un nizez a vez graet eus unan gant ar memes liamm kerentiezh sellet en tu kontrol.

Gallout a reer ober gant eontr dre zoujañs evit mont ouzh unan koshoc'h hep na vefe tamm liamm kerentiezh (gant amezeien, tud anavezet, da skouer, evel gant estrañjourien rik), e kalz kevredigezhioù evel e Nigeria, India, Pakistan ha Sina da skouer. Graet e veze evel-henn ivez diouzh reolennoù sevended hengounel Breizh-Izel.

Brezhoneg

kemmañ
  • ar eontred-kordenn: an archerien
  • Le Yontre, anv-tiegezh diwar ar ger brezhonek.

Lennegezh

kemmañ

Filmoù

kemmañ


Tudennoù all

kemmañ
  • Uncle Sam, tudenn krouet diwar al lizherennoù US AM(erica);
  • Uncle Ben, merk kenwerzhel ur riz.

Pennadoù kar

kemmañ