DLC pe DownLoadable Content a vez graet eus ouzhpennadurioù a c'haller pellgargañ hervez lezenn en ur meziant diaz. Koustus pe digoust e c'hellont bezañ.

DLC
product distribution method
Iskevrennad eusouzhpennadur d'ur c'hoari video, ouzhpennadur d'ur meziant Kemmañ
Arvezmoneisadur Kemmañ
A implijpellkargañ Kemmañ
Model itemFallout 4: Nuka-World Kemmañ
Liamm pellkargañ

Darn eus an DLC a gaver e bed ar c'hoarioù video. Dre an Internet e vezont pellgarget. Evit o frenañ e c'heller implij ur gartenn bank, ur gont Paypal, pe dre eskemmañ poentoù bet gounezet dre prenañ dafar c'hoari pe c'hoazh dre hanterenn arc'hant elektronek evel ar Funds evit ar c'hoari enlinenn Battlefield play4free.

An DLC a c'heller kavout war urzhiataer, konsolennoù c'hoarioù video, pellgomzerioù hezoug.

DLC ar c'hoarioù video

kemmañ

An DLC a servij da rastellañ arc'hant ouzhpenn d'ur c'hoari video hep ma goustfe ker d'ur studio c'hoarioù video. Embannet e vez ur c'hoari e stad echu ha gwerzhet, goude-se e vez lakaet ouzhpennadurioù e gwerzh a-benn lakaat ar c'hoarierien da zonaat o implij eus ar c'hoari diaz.
C'hoarioù video digoust da c'hoari war an Internet a c'hell bezañ ur vammenn arc'hant dre ma vez lakaet lod DLC e gwerzh dre bellgargañ.

A-wechoù e vez an DLC un doare da zigareziñ a-berzh ur studio c'hoarioù pa vez bet embannet ur c'hoari gant re a fazioù ennañ : da skouer, profet gant Ubisoft eo bet an DLC evit Dead Kings[1].

Droug ar c'hoarierien war an DLC

kemmañ

Lod DLC a vez kelaouet o embannadur a-raok ma vefe lakaet ar c'hoari diaz e gwerzh, ar pezh a dalvez ez eo an DLC-se ul lodenn eus ar c'hoari diaz bet tennet a-raok e embannadur.

Evit ar c'hoarioù digoust war an Internet e kaver lod DLC da brenañ evit mont buanoc'h a-dreuz liveoù ar c'hoari dre brenañ armoù gwelloc'h, karbedoù hag all. Evel-se e vezer rediet muioc'h-mui da brenañ lod DLC evit bezañ efedus er c'hoari, an hent digoust o vezañ touellus un tamm. Ar c'hoari Battlefield play4free a zo ur skouer anat d'ar strategiezh kenwerzhel-se da geñver un diaz c'hoari enlinenn digoust.

Ar c'hoari video Star Wars : Battlefront II (doare 2017), o vezañ un adkemer eus an heulienn c'hoarioù Star Wars: Battlefront gant ar studio EA Games a laka bed ar c'hoarierien da fuloriñ. A-raok ma vefe embannet ar c'hoari e vez dija kaoz eus embann lod DLC, 5 anezho. Produour ar c'hoari Jesper Nielsen a zo bet rediet da embann un destenn ofisiel evit talañ ouzh an dagadennoù tra ma vije bet danvez an DLC-se ul lod eus ar c'hoari diaz tennet[2].

An DLC a-enep ar pellgargañ dilezenn

kemmañ

Evit stourm a-enep ar pellgargañ c'hoarioù dilezenn e vez roet muioc'h-mui a godoù d'ar c'hoarierien pa brenont pe rakprenont ur c'hoari nevez. Evel-se e vez broudet ar c'hoarierien da brenañ c'hoarioù evit kaout dafar ouzhpenn na c'heller ket kaout dre ur bellgargardenn dilezenn.

Skouerioù DLC

kemmañ

E Battlefield: Bad Company 2 e c'heller prenañ ar Battlefield Bad Company 2: SPECACT Kit Upgrade[3] pe an hini dre klasoù soudard[4],[5] evit kaout armoù ha dilhad disheñvel diouzh re ar c'hoarierien all. Gallout a reer ivez prenañ un DLC evit kaout liveoù c'hoari disheñvel, evel ar mod Onslaught ("Argad")[6]

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ