Chimpanze
| |||
---|---|---|---|
Pan
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Kerentiad : | Hominidae | ||
Genad : | Pan (genad) | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar chimpanze a zo ur marmouz rummataet e-touez an Hominidae. Lakaet e vez ivez e-touez ar marmouzed meur met an droienn-mañ n’eo ket un doare skiantel da welet an traoù pa ne zegouezh ket gant ar rummatadur klasel.
Rummatadur
kemmañDaou spesad chimpanze a zo:
- Ar chimpanze korr, pe bonobo (Pan paniscus) a vev e Su Boukl ar C'hongo e Republik Demokratel Kongo
- Ar chimpanze boutin (Pan troglodytes), gant pevar isspesad diouzh o lec'h bevañ :
- Pan troglodytes troglodytes, Chimpanze ar c'hreiz a vev en Afrika ar C'hreiz etre reter stêr Kongo hag ar Meurvor Atlantel e Kameroun, Republik Demokratel Kongo, Republik Kongo, Republik Kreizafrika, Ginea ar C'heheder.
- Pan troglodytes schweinfurthii, Chimpanze ar reter a vev en Afrika ar C'hreiz hag e Afrika ar Reter e Norzh Stêr Kongo hag e reter stêr Ubangi e Republik Demokratel Kongo, Republik Kreizafrika, Soudan ar Su, Ouganda, Rwanda, Burundi, Tanzania.
- Pan troglodytes ellioti = Pan troglodytes vellerosus, Chimpanze takad Nigeria Kameroun a vev en Afrika ar C'hreiz e Norzh stêr Sanaga e Kameroun ha Nigeria.
- Pan troglodytes verus, Chimpanze ar c'hornaoueg a vev en Afrika ar C'hornaoueg e Ginea, Senegal, Mali, Liberia, Sierra Leone, Aod an Olifant, Ghana hag e Burkina Faso[1].
E-touez ar marmouzien meur eo ar chimpanzeed ar re dostañ eus an den: an disparti a vefe c'hoarvezet tro 4,5 milion a vloavezhioù zo.
Evel ar gorilhed hag an orangoutaned o deus ar chimpanzeed 48 kromozom. Disheñvel eo o c'hariotip eta diouzh hini an dud (46 kromozom).
Lec'hiadur
kemmañEmañ ar bonoboed o chom er su d'ar stêr Kongo. Ledanoc'h eo lec'h-bevañ ar chimpanzeed boutin, eus Senegal betek Tanzania.