Chaseal
Chaseal pe hemolc'hiñ zo klask tapout loened pe o lazhañ, evit em en vagañ, evit ober kenwerzh, evit implijout danvez tennet eus al loened pe c'hoazh evit kaout dudi. E pep lec'h dre ar bed e vez pe e veze graet gant an dud ; e pep lec'h ivez ez eus lezennoù da resisaat penaos e vez graet. Ar chaseal na vez ket aotreet gant al lezenn a reer "bigriañ" anezhañ. Hiziv an deiz eo deuet ar chaseal, er broioù pinvidik, da vezañ un obererezh dudi pe sport.
Dudi ar briñsed eo bet ar chase a bep amzer. Er Mabinogi e weler chaseal Twrch Trwyth, an hoc'h-gouez hud en danevell Kulhwch hag Olwen.
Doareoù da chaseal
kemmañEn Europa e chaseer a gozh ha kemm a reer etre an doareoù disheñvel :
- hual, ha huerezh, a reer eus chaseal ar bleiz, a veze graet war-droad dreist-holl;
- ar falc'hunerezh, un doare brudet e broioù ar reter, a vez graet war varc'h,
- ar gwenaerezh, a vez lavaret eus chaseal kirvi, moc'h gouez dreist-holl, loened hag a vez debret.
Berz e broioù zo
kemmañDifennet eo chaseal war varc'h en Alamagn abaoe 1936, e Belgia abaoe 1995, hag e Breizh-Veur abaoe 2005[1].
Gwarezet eo gant ar prezidant Emmanuel Macron er stad c'hall[2].
Levrioù a wenaerezh
kemmañAdal ar XIVvet kantved e voe gwelet tud uhel eus Portugal, Kastilha, Bro-C'hall, Alamagn, etc. o lakaat sevel levrioù diwar-benn arz ar chase pe ar gwenaerezh, sport muiañ karet ar rouaned hag uhelidi:
- De arte venandi cum avibus, en XIIIvet kantved.
- “Libro de la Montería de Alfonso XI”, gant Alfonso XI, roue Kastilha (XIVvet kantved).
- “Le livre de chasse du roy Modus” (s. XV).
- “Le livre de la chasse”, gant Gaston III Phoebus (XIVvet kantved).
- “Livro da Montaría” del Rey João Iañ (s. XIV).
-XVvet kantved:
- “Tratado de la montería” , gant ur chaseour eus ar Sierra de Segura.
-XIXvet kantved:
- Jean-Emmanuel Le Coulteux de Canteleu, Manuel de vénerie française , 1890.
-XXvet kantved:
- Traité de vénerie. Paris, Imp. royale, 1788. (OCLC 34882547)