Blitzkrieg (heuliad c'hoari video)

Blitzkrieg zo ur c'hoari video strategiezh diazezet war darvoudoù an Eil Brezel-bed. Anv ar c'hoari zo bet awenet gant anv ar strategiezh brezel Blitzkrieg ("Brezel prim").

Blitzkrieg
heuliad c'hoarioù video
Danvez pennañEil Brezel-bed Kemmañ
Tachennreal-time strategy Kemmañ
Ti-embanncdv Software Entertainment Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvalamaneg Kemmañ
SavennMicrosoft Windows, OS X Kemmañ
Doare c'hoaric'hoari e-unan Kemmañ
Renkadur USKUSK 16 Kemmañ
A implijisometric view Kemmañ
Strategiezh ar Blitzkrieg :
  1. Lec'h an difennerien
  2. Lec'h an dagerien en deroù
  3. Kanolierezh an difennerien
  4. Tankoù an dagerien
  5. Troadeien an argaderien
  6. Kanolierezh an argaderien
  7. Tankoù skañv ha prim an difennerien

Dre hanterenn ar c'hoari e c'haller evel c'hoarier dont da vezañ ur pennofiser e-pad emgannoù brudet an Eil Brezel-bed war tachennoù-brezel Europa hag Afrika an Norzh. E doare an heuliad c'hoarioù Sudden Strike, Blitzkrieg a vez dedennet muioc'h gant an emgannoù e-ser ar sell sevel bazennoù.

An heuliad c'hoarioù Blitzkrieg a implij ar sistem enep kopiañ StarForce. Blitzkrieg Anthology ne implij ket ar sistem-se.

Aergelc'h

kemmañ

An aergelc'h zo unan adsavet ar gwirañ ouzh hini ar mare. An tresoù 3-ment gwirvoudel a gemer e gont ar c'houlzoù-amzer, ar zonennoù hin hag ar barradoù amzer a c'hell bezañ un enebour da strategiezh ar c'hoarier. Korventennoù-erc'h pe korventennoù-traezh a laka ar c'hirri-nij da vezañ stanket ouzh an douar, neuze ne vez ket tu d'ar c'hoarier da gaout sikour bombezadegoù war e enebourien. Ar gwad a c'hell bezañ tennet evit ma vefe nebeutoc'h a feulster er c'hoari.

 
Kanolierezh Alaman, Nebelwerfer

Er c'hoari e adkaver 350 unvezh hag objedoù istorel disheñvel. Ar c'hoarier a c'hell sevel pontoù evit treuziñar stêrioù, tu zo d'an ijinourien kleuzañ fozioù-difenn, plantañ minennoù enep troadegiezh pe enep tankoù, tu zo ivez da zresañ ar c'harbedoù pe da bareañ an unvezhioù troadegiezh.

Pep unvez eus ur vroad a gomz e yezh orin evit bezañ gwiroc'h.

Strategiezh bras-niver

kemmañ

N'eus ket ur sell teknikel war an danvezioù diazez, nemet ar mirlec'hioù a c'hell bezañ prizoniet pa vezont kavet war an dachenn-emgann. A-vras e vez kavet an tu da zistruj pep tra war ar gartenn, memes ar savadurioù pe ar pontoù. Ar c'hoadeier a c'hell bezañ riñset dre ar c'harbedoù pe c'hoazh ar ganolierezh.

Implij ar ganolierezh hag an tankoù zo hollbouezus evit trec'hiñ an enebourien. Ar soudarded mailh-tennerien a vez kaset evit ensellout an tachennoù dindan krabanoù an enebourien, ar re-se a vlein ar ganolierezh en he zennoù. Gellout a reont ivez lazhañ bourzhiadoù ar c'hanolioù enebour.

Gant ar c'hoari e vez un embanner kartennoù evit sikour ar c'hoarierien da sevel kartennoù hag unvezioù nevez.

Heuliad c'hoarioù

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ