Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da bennvat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.

Ar biniou kozh a zo ur binioù, da lavarout eo ur benveg-seniñ dre aer gant ul lañchenn-zoubl ha gant ur sac'h karget a aer. Unan eus ar binvioù-seniñ brudetañ a zo e Breizh eo.

Orin ar gêr « biniou »

kemmañ

Etimologiezh poblek

kemmañ

Gant kalz a dud e vez implijet ar brezhoneg a-vremañ a-benn diskoulmañ orin ar ger-se, neuze e teuomp da sevel ur vartezeadenn : orin ar ger biniou a zeufe eus liester ar ger benveg, ar pezh a ro binvioù. Aze, e vez komzet eus n'eus forzh peseurt binvioù (morzhol, sizailhoù ...), rak ez eo graet ar biniou gant meur a damm, neuze meur a vinvioù. Goude un nebeud a vloavezhioù eo bet kollet ar « v » diabarzh ha bremañ e vez lâret biniou.

Etimologiezh all

kemmañ

Gant ar c'helenner Léon Fleuriot e vez liammet biniou gant an henvrezhoneg bann (a dalv « meulodi », « sonerezh »). Ar ger benny (tennet neuze eus bann), hag a zo 'barzh ar c'hCatholicon, kentañ geriadur brezhoneg-galleg, a zo troet evel « corne » ha « cornemuse » neuze e vefe tennet ar gêr biniou eus benny. A-hend-all e vez lâret ivez en un doare poblek sac'h-biniou, ar pezh a dalv, gant sikour ar pezh omp o paouez gwelet, « sac'h meulodi », evel er ger saoz bagpipe.

Framm ar biniou kozh

kemmañ
 
Setu ur biniou-kozh graet gant Jean Capitaine eus Boulvriag gant ur sutell graet gant Jil Lehart eus Trezelan

Ar sac'h

kemmañ

Graet eo ar sac'h gant lêr troet, dreist-holl gant kroc'hen ul leue marv d'e ganedigezh, met tu 'zo 'vel just implijout kroc'henoù all (pemoc'h, dañvad, buoc'h, kavr, ebeul...). N'eus forzh peseurt danvez a c'hall bezañ implijet dre ma vez stank, peogwir e vez c'hwezhet ha miret aer er sac'h. Ar sac'h a zo toullet hervez an niver a ibiloù koad a vo lakaet enni.

Ar c'hefioù

kemmañ

Ar c'hefioù a zo al liamm etre an ibiloù koad (sutell, levriad, korn-boud) hag ar sac'h gant ul lodenn er-maez eus ar sac'h hag ul lodenn e-barzh.

Ar sutell

kemmañ

Ar sutell a zo ur seurt tuellenn lec'h ma vez c'hwezhet evit degas an aer er sac'h. Lakaet 'vez ur glapedenn-lêr (doareoù all 'zo ivez, gant ur bilhenn...) war beg diabarzh ar sac'h evit ma chomfe an aer ennañ. Ar sutell a c'hall bezañ graet e meur a zanvez koad (gwez aval, beuz, eben...) peogwir n'en deus ket ezhomm da gaout un dalc'husted kreñv-tre a-enep ar glebor.

Al levriad

kemmañ

Al levriad a zo al lodenn gant 7 toull lec'h ma vo lakaet ar bizied a-benn ober sonerezh. Levriad ar binioù kozh a zo an hini bihanañ a gaver er bed (en Si♭ e vez tro-dro da 14,5 sm dre-holl, hag e do eo bihanoc'h c'hoazh...), setu perak e son ar biniou kozh un eizhvetez a-us ar bombard. Ul lañchenn zoubl e vo implijet evit lakaat al levriad da seniñ. Al levriad a vo graet gant un danvez koad hag a stourm mat-tre ouzh ar glebor evit ma ne vefe ket taget e gensoniezh (implijet e vez alies-tre eben ha beuz met tu 'zo implijout danvezioù all evel mopani, gaiak, koad melion...)

Ar c'horn-boud

kemmañ

Un duellenn vras graet dre-vras gant teir lodenn stagus ha fiñvus. Ar c'horn-boud a zegemero ul lañchenn simpl evit ober ur son boud padus. Ar biniou kozh en deus, en un doare hengounel, nemet ur c'horn-boud, met sonerien 'zo o deus ouzhpennet unan pe veur a hini a-benn kaout ur son bravoc'h. Evel al levriad e rank ar c'horn-boud da gaout un dalc'husted d'ar glebor.

Al lañchennoù

kemmañ

Al lañchennoù doubl, graet dre-vras gant div laonennig raoskl liammet etreze war un duellenn gant un neudenn nilon, a vo lakaet war beg al levriad en diabarzh ar sac'h ha se a broduo son nerzhus, kreñv ha skiltr al levriad.

Al lañchennoù simpl a vo implijet evit lakaat er c'horn-boud. Graet int gant tuellennoù (peurliesañ gant raoskl) lec'h ma vo didroc'het ul laonenn hag a fraoñvo en ur ober ur son pa vo c'hwezhet e-barzh.

Ar c'houblad biniou ha bombard

kemmañ

Orin ar c'houblad biniou-bombard

kemmañ
 
Sed aze un trio brudet eus kostez Ploeuc ha Moncontour, tro-dro d'ar bloavezhioù 1900

Kregiñ a ra ar c'houblad binioù-bombard a anavezomp (gant ar biniou en eizhvetez hag ur c'horn-boud) da zont war-wel er XVIIvet kantved. D'ar mare-se e veze heuliet ar c'houblad gant un daboulin (tu 'zo gwelet-se alies-tre war livadurioù ar mare pe e-barzh diskrivadennoù ar veajourien).

Pa vo kroget da gaout an tu da gemer fotoioù (adalek 1850), e vo dilaosket an daboulin gant ar biniou hag ar vombard, peogwir evit sonerien 'zo (Auguste Salaün eus Banaleg da skouer) e oa didalvoud bezañs an taboulinoù peogwir e veze graet al lusk gant ar sonerien en ur skeiñ gant an troad war ar barikennoù.

 
Aze eo ar c'houblad brudet Tanguy-Le Gourriérec eus Melran o seniñ e St Visant war Oust e 1936

Ar c'houblad binioù-bombard a oa implijet kalzik er maezioù evit ambrougiñ ar festoù, dreist-holl an euredoù. Bez' eo oa memes sonerien a-vicher o doa kement a vrud ez aent da seniñ er maez eus o departamant.

Met goude ar c'hentañ brezel-bed eo bet gloazet kalz ar sevenadur vreizhat; difennet eo bet implij ar brezhoneg evit yezh da gelenn, aet eo da get an niver a biniaouerien hag a dalabarderien (sonerien bombard) dre ma 'z int bet eilerc'hiet gant an akordeoñs kromatek (hag an akordeoñs daoudonek diwezhatoc'h) hag a oa muioc'h eus ar c'hiz evit c'hoari tonioù deus ar c'hiz evel valsoù...etc.

Met, diwezhatoc'h e teu war wel ur c'hiz nevez e Kerne-Izel : ar Kerne-Izel: ar folklor, an dañsoù breizhat, ar sonerien,ar gwiskamantoù 'zo bremañ lakaet war wel en abadennoù publik; adalek ar mare-se e vo krouet ar c'helc'hioù-keltiek, se a roio ur chañs d'ar vombard ha d'ar binioù d'en em adsevel en ur seniñ tonioù hengounel. Un tamm a-raok an eil brezel-bed e erru e Breizh ar biniou skosat, adalek ar mare-se e vo kroget da ober "binioù-kozh" eus ar biniou (ket gant ur ster gwashaus) ha "biniou bras" eus ar biniou skosat evit ober an diforc'h etre an daou seurt binioù-se.

Tro-dro d'ar bloavezhioù 1950 ez eus muioc'h-muiañ a sonerien biniou ha bombard, bleinet gant kelenn ar re gozh. Krouidigezh ar festoù-noz hag ar festoù-deiz en deus roet ul lañs spontus d'ar sonerien hag a grog da zastum tonioù hengounel a bep seurt fichet en empenn ar re gozh hag e krog neuze an hengoun da zistreiñ.

C'hoari ar C'houblad

kemmañ

A-viskoazh en deus c'hoariet ar binioù kozh asambles gant ar vombard rak dre e son skiltr a-walc'h eo diaez evitañ da c'hoari e-unan evel ar biniou bras pe ar gaita (biniou galizan), met gant ar vombard e zeu brav gantañ peogwir e son un eizhvetez a-us dezhi, un dimez brav a ra neuze : Choariet 'vez gant ar bombard hag ar binou un tamm er memes mod ha ma vez graet er c'han-ha-diskan nemet e c'hoari bepred ar binioù dre ma 'n eus ur sac'h hag a ro dezhañ an tu da c'hoari hep ehan en un doare meulodikel hep pe gant kemmoù, pe en doare luskel. Ar bombard ar ra ar frazenn gentañ (A) hag a laosk ar biniou d'ober e-unan diskan ar frazenn gentañ (A'), da c'houde e ra ar bombard an eil frazenn (B) hag a laosk ar biniou d'ober e-unan diskan an eil frazenn (B'). Sonerien 'zo (ma vez andur ganto) a ra A, A' ha B d'un taol (se 'zo ar stumm hengounelañ). Evit merkañ fin an dañs (pe an ton bale pe ar gwerz) a vez c'hoariet B' (pe diskan ar frazenn diwezhañ) gant ar vombard.

 
Arabat laret eo ar sonerezh biniou-bombard sonerezh evit ar re gozh, bremañ ez eus kalzik a dud yaouank o seniñ sonerezh hegounel e koublad

Gwechall ne oa ket tu da lakaat daou vinioù da seniñ asambles peogwir veze graet en doareoù disheñvel (hervez ar vro, ar soner...), ar vombard hag ar biniou a oa graet hervez ar ganerien ha dre ma ne veze ket kanet er memes mod gant pep kaner e veze disheñvel al levriadoù hag ar bombardoù. Lâret e veze e oa ret tailhañ ar vombard hag ar biniou er memes koad evit ma vefent en ur parfed kensoniezh.

C'hoari biniou-kozh

kemmañ

Ar bizerezh

kemmañ

Evel ar vombard, gant ur bizerez digor e vez c'hoariet biniou kozh (n'eo ket evel e kenderv ar biniou bras, lec'h ma vez implijet ur bizerez hanter-digoret) da lâret eo e vez savet ur biz evit pep notenn uheloc'h.

Dre ma ne vo ket tu, war ar binoù-kozh, distagañ an notennoù en ur reiñ taolioù teod evel ma vez graet war ar vombard (dre vezañs ar sac'h n'hon eus ket a zarempred gant lañchenn al levriad), e vo implijet ar bizied evit dispartiañ an notennoù. Pep soner 'zo libr da zistatagañ e notennoù gant ar bizied en deus c'hoant (ar biz-bras an dorn e krec'h a vez ar muiañ implijet war ar biniou-kozh). Evit dispartiañ div memes notenn ez eus tu ivez skeiñ anezho, da lâret eo reiñ un taol biz war an notenn dindan.

 
Sed aze ur biniaouer eus Bro-Vigoudenn. Merzhet vez bizerezh ispisial biniaouerien ar vro-se, lec'h ma ne servij ket ar biz-yod a zo e krec'h al levriad (gwelet e vez tamm pe damm war ar skeudenn emañ ar biz-yod war ar c'hef, ha ket war al levriad, peogwir o doa al levriadoù du-se nemet 6 doull.

Kendoniañ ar c'horn-boud

kemmañ

Evit kendoniañ ar c'horn-boud eo ret lakaat da risklañ e lodennoù betek kavout an notenn klasket. Seul hiraet e vo ar c'horn-boud, seul izeloc'h e vo ar son, seul verroc'h e vo anezhañ, seul uheloc'h e vo ar son. Ma n'eo ket hir pe verr a-walc'h o c'horn-boud, eo al lañchenn a vo ret cheñch.

Ret eo kendoniañ ar c'horn-boud hervez an ton sonet, evit-se eo ret gouzout e peseurt tonegezh eo an ton, er sonerezh hengounel vreizhat (gant ar c'houblad binioù-bombard) e vez implijet muioc'h an tonegezhioù sib majeur, sib mineur ha do mineur. Ma vez sonet un ton e do mineur, da lâret eo (dre vras) un ton e-lec'h ma vez troet tro-dro d'an notenn do hag a echu gant an notenn-se, e vo ret lakaat ar c'horn-boud d'ober an notenn do. Ma vez sonet un ton e sib majeur pe mineur e vo ret lakaat ar c'horn-boud d'ober an notenn sib.

An tonalegezhioù-se a zo graet gant ul levriad en sib, al levriad ar muiañ implijet evit seniñ e koublad (gwechall e veze sonet e si pe e do e Kerne-Izel, e sib e Kreiz-Breizh, hag e la e bro Wened. Met goude ma vefe erruet ar biniou bras e Breizh ha da vare krouidigezh ar bagadoù eo bet graet bombardoù e Si♭ evit gellout seniñ gant ar binioù bras hag a oant en Si♭, ret eo bet ober neuze binioù kozh en Si♭ evit ma vefe tu d'ur vombard seniñ gant ur binioù bras ha gant ur binioù kozh).