Alfonso Froilaz (war-dro 911933), a oa roue León adalek 925 ha goude roue Galiza hepken eus 925 da 926.

E 925, pa varvas e dad, e renas war e lerc'h e Leon ; un nebeud sizhunioù goude en em unanas e gendirvi, mibien da Ordoño II León, da lavarout eo Sancho Ordóñez hag Alfonso Ordóñez, hag a oa oc'h en em gannañ etreze a-raok, ha mont a rejont da ober brezel dezhañ dre m'o devoa gwirioù brasoc'h egetañ, hag e oant bet laeret gant o eontr, tad Alfonso, Fruela II. Alfonso Ordóñez a zeuas da vout roue León, hag Alfonso IV eta, ha berr e voe ren Alfonso Froilaz.

Goude e varv

kemmañ

Beziet e voe Alfonso Froilaz e manati San Julián y Santa Ruiforco, ma oa bet beziet e zaou lezvreur, Ordoño ha Ramiro Froilaz, e genderv Alfonso IV León hag e bried, Oneca de Pamplona.

Goude-se, ar roue Alfonso V León a roas urzh ma vije treuzkaset korfoù-marv holl izili an tiegezh roueel a oa beziet e manati Ruiforco de Torío da benniliz San Isidoro de León, ma voent lakaet en ur foz voutin e korn ur chapel gant eskern rouaned all Leon. Ar roue Alfonso V a c'hourc'hemennas sevel war ar foz un aoter dediet da San Martín, eskob ha kofesour.​

Pennad kar

kemmañ