An Aisne zo ur stêr eus hanternoz Bro-C'hall, adstêr d'an Oise, hag he deus roet hec'h anv d'un departamant gall, an Aisne.

Etimologiezh

kemmañ

Furmoù kozh anv ar stêr-se zo Axona[1], I kantved a-raok J.-K. ; Axuenna, IIIde ; Axina[2] e 650 ; Axna[2] e 850.

Dont a ra an anv eus ar galianeg, hervez Ernest Nègre, ha savet e vefe diwar ar wrizienn *ax-, un adstumm d'ar wrizienn *asca, pe 'esca marteze, a dalvezfe "dour" er yezh-se, gant al lost-ger -ona gant an taol-mouezh war ar silabenn gentañ[2]. Heñvel e vefe an etimologiezh ouzh hini ar stêr Esonne, adstêr eus ar Seine[2].

Evit Noémie Beck, kelennerez war sevenadur Breizh-Veur hag Iwerzhon, ar ger Axona a zeufe eus Acionna, doueez ar stêrioù zo testeniekaet e azeulerezh e Gallia roman en Orleañs[3].

He red

kemmañ

En Argonne, e Sommaisne, tostik d'ar vevenn etre departamantoù ar Meuse hag ar Marne, emañ hec'h eienenn. E Compiègne, emañ he c'hember gant ar stêr Oise, e departamant an Oise.

Kêrioù ha departamantoù treuzet

kemmañ
  • Meuse (55)
  • Marne (51) : Sainte-Menehould
  • Ardennes (08) : Vouziers, Attigny, Rethel, Château-Porcien, Asfeld
  • Aisne (02) : Neufchâtel-sur-Aisne, Vailly-sur-Aisne, Soissons, Vic-sur-Aisne
  • Oise (60) : Attichy, Compiègne

Hec'h adstêrioù

kemmañ

Bageal a c'haller warni, kalzik a skluzioù zo.

Un anv all

kemmañ

Ur stêr vihan e departamant ar Mayenne zo anvet Aisne ivez.

  1. Julius Caesar, Commentaires sur la Guerre des Gaules}}, Livre II, 5.
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Ernest Nègre, Toponymie générale de la France, Droz, Genève, levrenn 1, Formations préceltiques, celtiques, romanes, 1990, (ISBN 978-2-600-02883-7)
  3. Noémie Beck, Goddesses in Celtic Religion, cult and Mythology: A Comparative Study of Ancient Ireland, Britain and Gaul, Skol-veur Lumière Lyon 2 hag University College Dublin, 2009, p. 407.